PIV EO KRANK DU ?


War zouar ha war vor emañ Krank Du, staget e roc'h ouzh e gorn-bro met n'en deus ket aon rak foetañ bro. 

Ur gontell-suis eus ar vro !

N'ho peus ket faziet en ur vont war al lec’hienn-mañ, na rit ket bil ! Amañ ne vez ket komzet diwar-benn boued-aod pe penaos ez a en-dro ur gontell met kentoc’h diwar-benn ar c’hehentiñ.

 

Meur a ostilhoù en deus Krank-du evel ur gontell-suis. Unan gant pep pav zoken ! Pep benveg zo kinniget d’ar gevelerien evit skoazellañ anezho, diouzh o ezhommoù :

 

 

 

Graferezh ha kehentiñ gwelet

-

Fotoioù / poltrejoù

-

Skridaozañ e galleg hag e brezhoneg (evel just)

-

Pakadurezh ha bruderezh war al lec'h gwerzh 

 

 


 

Mathieu Le Guern, lesanvet Krank Du, en deus studiet an arzoù pleustrek ha « dizagn ar produioù » e Brest -Lise Vauban- ha goude en "Ecole Boulle" e Paris. Goude-se en deus kroget gant e labour grafour dizalc’h a-raok labourat evit an Ateliers Malegol (Lannuon) a-benn krouiñ hag ijinañ pezhioù-arrebeuri ha raktresoù-ajañzamant e-pad c’hwec’h bloaz.

 

 

E Plougastell emañ o chom Krank Du, war-hed al lenn-vor, stok-ha-stok ouzh Brest.

 

< lennit ar CV


Talvoudekaat startijenn ar vro

Fellout a ra da g/Krank Du chom tomm ouzh e vro. E dro-spered eo zoken ! Talvoudekaat startijenn embregerezhioù ar vro, lakaat mennozhioù kevredigezhioù Penn-ar-Bed da virvilh… An dra-mañ zo pouezus forzh pegement evitañ.

 

Dre e zoare d'ober hag e rouedad-darempred e klask Krank Du digas pouez d’an traoù ijinet ha graet amañ. Deomp-ni da gas al labour lec'hel war-raok. Deomp-ni da lakaat ivez gazoù efed ti-gwer da zisgreskiñ.


Bezañ kizidik ouzh an endro... N’eo ket poellek evit ur c’hrank?

Dre e servijoù e skoazell Krank Du an dud mennet gant al labour-douar biologel hag an diorren padus. Kinniget eo gantañ e c'houzout-ober da bep hini a fell dezhañ konsommiñ gwelloc'h. Dalc’hoù an adaozañ hag al «lastez ebet» zo ur redi, deomp-ni da sevel asambles ur bed poellekoc'h. 


Petra emaoc'h o klask war lec'hienn Krank Du ?