TUD A VICHER ? Embregerezh, kenwerzhour, artizan, produer lec'hel...
Ho keveler a-feson a vo Krank Du evit diorren kehentiñ / darempred hollek hoc’h embregerezh.
Gant Krank Du :
● Diouzhtu-kaer e viot selaouet en doare aketus hag e vo kinniget deoc’h un diagnostik ha kuzulioù hinienn.
● Gant ur c’hendivizer nemetañ e komzit bepred. Ur c’hendivizer kizidik diwar-benn ar raktresoù lec’hel.
- anaoudegezh ar vro
- reaktiv ha gwevn
- reiñ pouez d'an darempredoù fetis
● Identitelezh-gwelet ha kemenadennoù hoc’h embregerezh a vo graet en ur mod hollek
- Lakaat kehentiñ tro-dro d'ho raktres da vezañ sklaer ha poellek
- Kaout nebeutoc’h a gendivizerien evit chom hep koll amzer ha lakaat an traoù da vezañ simploc’h
- Bezañ heuliet ha heñchet ganin war berr hag hir amzer
- Klask diskoulmoù evit kaout doujañs ouzh ho pudjed
● Hoc’h oberezhioù zo lakaet war-wel e galleg hag e brezhoneg
- Lakaat an holl da c'houzout pegen gwriziennet oc'h ouzh sevenadur ar vro
- Kehentiñ en doare kizidik talvoudoù hoc’h raktres pe hoc’h embregerezh
- Diskouez d’ar re all oc’h tost outo ha engouestlet gant raktresoù lec’hel
● Gant Krank Du e skoazellit an diorren lec’hel ha padus
- Da skouer : an traoù da voullañ a vo roet d'ar gevelerien lec’hel da gentañ
- En em aozañ tro-dro d'ur rouedad gant kevelerien lec’hel ha doujus ouzh an endro
=> sikour an diorren lec’hel ha digreskiñ dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer
Poltriji
Kelaouennoù dre fotoioù / darvoudoù ha produioù
Eil-aozadurioù / peurlipat fotoioù ha adframmañ
Identelezh-gwelet
Logo, kartenn-vizit, talbenn-lizher, sinadur niverel/bostel, karta c’hrafek
Graferezh evit moullañ
Skritell, follenn-nij, plaketenn, pladenn, kartenn-pedadenn, kartenn-hetoù
Bruderezh war al lec'h gwerzh (PLV)
Banderolenn, totem, panell, asagn, rakstal, kehentiñ war girri/kirri-samm…
Pakadurezh ha produioù restaolet
Panellerezh
Eil-produioù
WEB
Lec’hienn «rakstal», banniel ha stlenngraferezh evit roudedadoù sokial,
kemennadenn bev (GIF)
SKRIDAOZAÑ GALLEG/BREZHONEG
Endalc’had web
Skridaozañ gerioù-stur / luganoù, testennoù bennak
Petra emaoc'h o klask war lec'hienn Krank Du ?
DEGEMER / PIV EO KRANK DU? / HO RAKTRES / Tud a vicher / Kevredigezhoù / Tud prevez /
AR YEZH / KEHENTIÑ & GRAFEREZH / FOTOIOÙ / DAREMPRED / RAKPRIZ /